Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.
Sant Marc 12:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N’eus ket a c’hourc’hemennoù all brasoc’h eget ar re-mañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha setu aman an eil pehini a zo henvel outhan: Karoud a ri da nessa eveld’oud da‐unan. N’euz gourc’hemen all e‐bed brassoc’h eged ar re‐man. |
Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.
N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
Kement tra a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
Ar skrib a lavaras dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec’h eus gant gwirionez n’eus nemet un Doue ha n’eus hini all ebet nemetañ,
Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
Rak al lezenn a-bezh a zo peurc’hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.