Sant Marc 12:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc’h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? Degasit din un diner evit ma welin anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin. |
Ober a reas marc’had gant al labourerien eus un diner dre zevezh hag o c’hasas d’e winieg.
Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?
Ar farizianed a zeuas hag a c’houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit?
O vezañ eta deuet d’e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?
Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.
Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc’h eus en em glevet etrezoc’h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac’hanout er-maez.
Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.