Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 20:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ober a reas marc’had gant al labourerien eus un diner dre zevezh hag o c’hasas d’e winieg.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Arlerh en dout groeit marhad guet‐hai ag un dinær dré zéuéh, ean ou hassas d’é huiniêg.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 20:2
24 Referencias Cruzadas  

Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz.


D'an eizhvet bloaz eus e ren, evel ma oa c'hoazh yaouank, en em lakaas da glask Doue David e dad. Ha d'an daouzekvet bloaz e krogas da c'hlanaat Juda ha Jeruzalem eus an uhellec'hioù, eus an Asheraoù, eus ar skeudennoù kizellet hag eus ar skeudennoù teuzet.


Az pez soñj eus da Grouer e-pad deizioù da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioù fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno,


Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner. O kregiñ ennañ, e waskas e c’houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.


Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.


Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne’c’h eus ket graet marc’had ganin evit un diner?


Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra.


Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o doe pep a ziner.


Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner.


Neuze e lavaras d’e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.


E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc’h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? Degasit din un diner evit ma welin anezhañ.


rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.


Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner, o roas d’an ostiz hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispigni ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.


Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.


Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.


Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c’hoiniks gwinizh evit un diner ha tri c’hoiniks heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.


Samuel a servije dirak an AOTROU , ar bugel a oa gourizet gant un efod lin.


Ha Samuel yaouank a greske hag a blije d'an AOTROU ha d'an dud.


Samuel yaouank a servije an AOTROU dirak Eli. Ha komz an AOTROU a oa rouez en deizioù-se, ne oa ket a weledigezh o tont war wel.


Hag an AOTROU a gendalc'he d'en em ziskouez e Silo, rak an AOTROU en em ziskulie da Samuel e Silo dre gomz an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos