Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 20:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ober a reas marc’had gant al labourerien eus un diner dre zevezh hag o c’hasas d’e winieg.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Arlerh en dout groeit marhad guet‐hai ag un dinær dré zéuéh, ean ou hassas d’é huiniêg.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 20:2
24 Referencias Cruzadas  

Mes ar zervicher‐ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen‐zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret: Pae d’in‐me ar pez a dleez d’in.


Rag rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure‐mad da c’hopra labourerien evit he winien.


Mes hen, o respont, a lavaraz da unan anezhe: Va mignon, na ran gaou e‐bed ouzid; ha n’ec’h euz‐te ket great marc’had ganen evit eun diner?


Mond a reaz c’hoas er meaz var‐dro an trede heur, hag e velaz darn all pere a oa var ar blasen hep ober netra, hag e lavaraz dezhe:


Ar re a oa bet gopreet e‐tro an unecved heur o veza deuet, e recevjont peb a ziner.


Diskouezit d’in ar pez arc’hant gant pehini e paer an taillou. Hag int a ziskouezaz dezhan eun diner.


Neuze e lavaraz d’he ziskibien: An eost a zo braz, mes al labourerien a zo neubeud anezhe.


Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin.


Rag braz e vezo dirag an Aotrou; na evo na gwin nag evach da vezvi e‐bed, hag e vezo leun euz ar Spered‐Santel, adaleg kov he vam;


An deiz varlerc’h, en eur vond kuit, e tennaz daou ziner arc’hant, hag ho roaz d’an hostiz, hag e lavaraz dezhan: Kemer soagn euz an den‐ze, ha pa zistroin, me a rento d’id ar pez a zispigni ouz‐pen.


Diskouezit d’in eun diner. Euz piou eo an imach hag an hano a zo var he‐man? Respont a rejont: Euz a Cezar.


adaleg da vugaleach, ec’h anavezez ar Scrituriou‐Sacr, pere a zo capabl da gelen ac’hanoud evit ar zilvidigez, dre ar feiz a zo en Jesus‐Christ.


Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos