Sant Marc 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e penn-kentañ ar grouadelezh, Doue a reas anezho gwaz ha plac’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes er pen‐kenta euz ar grouidigez, Doue a reaz eur goaz hag eur vaouez hep‐ken. |
Doue a grouas an den en e skeudenn, e grouiñ a reas e skeudenn Doue; krouiñ a reas ur gwaz hag ur vaouez.
Krouiñ a reas anezho den ha denez, bennigañ a reas anezho hag e roas dezho an anv a Adam e deiz ma voent krouet.
rak bez’ e vo en deizioù-se an hevelep glac’har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n’eus ket bet, ha ne vo biken.
E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c’halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n’o deus digarez ebet,
hag a lavaro: Pelec’h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma’z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.
Ha pa zeuio o zadoù pe o breudeur da glemm d'hor c'hichen, e lavarimp dezho: Ho pet truez outo dre garantez evidomp, rak n'hon eus ket tapet ur wreg da bep hini anezho er brezel-se; n'eo ket c'hwi ho po o roet dezho, mod-all e vefec'h kablus.