Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.
Sant Marc 10:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz a c’hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c’hoazh kreñvoc’h: Mab David, az pez truez ouzhin! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha meur a hini a c’hourdrouze anezhan, evit ober dezhan tevel; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h: Mab David, bez truez ouzin! |
Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.
Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno ha ma pedje. Met an diskibien o fellae.
Ar bobl a c’hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc’h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo, met an diskibien a c’hrozmole d’ar re o degase.
Evel ma komze c’hoazh, tud eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc’h a zo marv, na dregas ket ken ar Mestr.
Ar re a yae a-raok a c’hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c’hoazh kreñvoc’h: Mab David, az pez truez ouzhin!
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,