Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Sant Marc 10:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c’hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Int a lavaraz dezhan: Accord deomp ma vezimp azezet unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz d’id, en da c’hloar. |
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Ar mir, an aloez hag ar c'hasia a ro c'hwezh-vat da'z tilhad. Er palezioù olifant, c'hoari ar binvioù-kerdin a laouena ac'hanout.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.
An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.
Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c’hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.