Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
Sant Marc 1:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc’hemennoù start, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a gassaz anezhan kuit rag‐tal gant eun difen stard, en eur lavaret dezhan: |
Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d’en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Hag ec’h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c’hourc’hemennas reiñ dezhi da zebriñ.
Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
He c’herent a voe gwall souezhet, met eñ a c’hourc’hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c’hoarvezet.