Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Sant Marc 1:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un den lovr a zeuas d’e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c’hellez va glanaat. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e teuaz d’he gavout eun den lor, pehini oc’h en em deurel var he zaoulin dirazhan, a bedaz anezhan, en eur lavaret: Mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. |
Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpañ war ur vazh, pe o kouezhañ dre ar c'hleze, pe o vezañ e diouer a vara!
Met an AOTROU a skoas war ar roue a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro. Ha Jotam mab ar roue a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.
Bez' e oa ouzh dor kêr pevar den lovr, a lavarjont an eil d'egile: Perak e chomfemp amañ betek ma varvimp?
Rak Salomon en doa graet ur savenn en arem, en doa lakaet e-kreiz al leurenn; he hirder a oa pemp ilinad, he ledander pemp ilinad, hec'h uhelder tri ilinad. Hag en em zalc'has warni, hag e taoulinas a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù,
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d’an daoulin dirazañ, o lavarout:
Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.