Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Sant Marc 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Yann a zeuas o vadeziñ el lec’h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou. |
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d’e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù.
Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet,
Gouzout a rit ar pezh a zo c’hoarvezet en holl Judea, kroget da gentañ e Galilea, goude ar vadeziant prezeget gant Yann,
Ha bremañ, perak e taleez? Sav, bez badezet ha bez gwalc’het eus da bec’hedoù en ur c’hervel anv an Aotrou.