Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec’hioù sec’h da glask diskuizh, ha ne gav ket.
Sant Marc 1:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em gavas er sinagogenn un den dalc’het gant ur spered hudur, hag a grias Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz: |
Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec’hioù sec’h da glask diskuizh, ha ne gav ket.
Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed.
o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
Hag e yac’haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ.
Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc’het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d’e gavout.
Rak ur wreg, a oa trec’het he merc’h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d’e dreid.
Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c’hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c’hourc’hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.