Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
Sant Lucas 9:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc’h all. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, mes evit ho zavetei. Hag ez ejont kuit da eur bourg all. |
Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezañ stoket ouzh e skouarn, e yac’haas anezhañ.
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Hogen Jezuz a zistroas hag a c’hourdrouzas anezho, o lavarout: N’ouzoc’h ket eus peseurt spered oc’h buhezet,
Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Aotrou, me a heulio ac’hanout e kement lec’h ma’z i.
Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m’o devo ar vuhez, ha m’o devo anezhi gant fonnuster.
Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n’on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed.
Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.