Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?
Sant Lucas 9:55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen Jezuz a zistroas hag a c’hourdrouzas anezho, o lavarout: N’ouzoc’h ket eus peseurt spered oc’h buhezet, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus, o tistrei outhe, a reprenaz anezhe, hag a lavaraz: Na ouzoc’h ket gant pe seurt spered ez oc’h animet: |
Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?
Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.
Na repren ket ur goapaer gant aon na gasafe ac'hanout, repren un den fur hag e karo ac'hanout.
Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.
Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dezhañ.
E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia?
rak Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc’h all.
Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.
hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.