Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c’hoarvezo ket ganit.
Sant Lucas 9:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c’hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes na gomprenent ket ar gomz‐ze; ken teval e oa evithe, ken ne oant ket evit he gompren; ha ne gredent ket hen interroji var gement‐se. |
Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c’hoarvezo ket ganit.
E-pad ma’z edont e Galilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a dle bezañ lakaet etre daouarn an dud,
Hag e talc’hjont ar gomz-se, o c’houlenn an eil digant egile petra a c’hellje bezañ: Adsevel a-douez ar re varv.
Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c’homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n’ouzomp ket pelec’h ez ez, ha penaos e c’hellfemp gouzout an hent?
An diskibien a lavaras eta an eil d’egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?