Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 17:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 E-pad ma’z edont e Galilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a dle bezañ lakaet etre daouarn an dud,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

22 Hag ind e lahou anehou, hag en drivèd dé ean e sàüou e varhue de vihue. Hag en hum glahari e hrent calz.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 17:22
21 Referencias Cruzadas  

Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Met me a lavar deoc’h penaos Elia a zo dija deuet, ha n’o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c’hoantaet. Evel-se ivez e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh.


e lakaat a raint d’ar marv, ha d’an trede deiz ec’h adsavo a varv. Bez’ e voent gwall c’hlac’haret.


Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc’hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.


Neuze meur a hini a gouezho, en em drubardo hag en em gasaio an eil egile.


Diwar neuze e klaskas an tu dereat d’e zroukreiñ.


Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.


Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.


Ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c’hloar?


hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz.


hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d’e ziskibien:


Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.


Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc’h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos