Respontet hon eus da'm aotrou: Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhañ a zo bet ganet dezhañ en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemañ a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhañ.
Sant Lucas 9:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu, un den a-douez an dud-se a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va bugel nemetañ eo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eun den a‐douez an dud‐se en em lakeaz da grial ha da lavaret: Mestr, da bedi a ran, sell ouz va mab; rag n’em euz bugel e‐bed nemethan. |
Respontet hon eus da'm aotrou: Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhañ a zo bet ganet dezhañ en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemañ a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhañ.
Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.
Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d’an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze e wallhej anezhañ start, en laka da eoniñ hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C’halilea, ez eas d’e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac’haat e vab, rak mont a rae da vervel.