hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Sant Lucas 9:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e zisparti, a dlee c’hoarvezout e Jeruzalem. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pere o parissa gant gloar, a gomze ganthan euz he varo pehini a dlie da zouffr en Jerusalem. |
hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.
Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.
Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioù diwar-benn e eskern.
Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.
Met preder am bo d’ober ar pezh a zo ret evit ma c’hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.