Eürus an den a selaou ac'hanon, a evesha war va dorioù bemdez, hag a vir postoù dor va zi!
Sant Lucas 8:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c’hortoze anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe distro Jesus, eur bobl vraz a zeuaz d’hen digemer; rag an holl a oa en gortoz anezhan. |
Eürus an den a selaou ac'hanon, a evesha war va dorioù bemdez, hag a vir postoù dor va zi!
David e-unan eta a c’halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur.
Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa.
rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.
Distro da’z ti ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas kuit oc’h embann dre holl gêr kement en doa Jezuz graet en e geñver.
Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.
Dre-se em eus kerkent kaset da’z kavout, ha mat ec’h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc’hemennet dit.