Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?
Sant Lucas 8:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Holl dud bro ar C’hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont bras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz. |
Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?
Ha setu, holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz. O vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro.
An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.
Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.
Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.
Ar re o doa gwelet an traoù-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac’haet an hini dalc’het gant an diaouled.
An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d’e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout:
P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket, pa’z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.
rak Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc’h all.
Dont a rejont eta d’o sioulaat. Hag o c’hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr.
Ha bremañ, perak e varvfemp? Rak an tan bras-se a guzumo ac'hanomp! Mar klevomp c'hoazh mouezh an AOTROU hon Doue, e varvimp.
Neuze e lavaras tud Bet-Shemesh: Piv a c'hellfe derc'hel dirak an AOTROU , an Doue santel? Ha war-zu piv e pigno an arc'h o pellaat diouzhomp?