En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.
Sant Lucas 8:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel: Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl‐C’halloudec? Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun. |
En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.
Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
Pa voe Jezuz diskennet d’an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc’het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
Rak e kourc’hemenne d’ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc’het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec’hioù distro.
Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.
Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,
An hini a ra ar pec’hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec’h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.