Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




S. Jakes 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 2:19
31 Referencias Cruzadas  

C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h.


Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.


evit ma vo gouezet eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol n'eus hini ebet estregedon. Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.


Ho pet soñj eus traoù kentañ an amzer gozh, rak me a zo Doue ha n'eus ket un doue all, n'eus hini ebet eveldon.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?


Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.


An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.


Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?


o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.


Jezuz a respontas dezhañ: Ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken,


hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.


Lavarout a reas dezho c’hoazh: Gwall vat e torrit gourc’hemenn Doue evit mirout hoc’h hengoun.


A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.


Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.


O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc’h hent ar silividigezh.


An drouk-spered a respontas: Anavezout a ran Jezuz ha gouzout a ran piv eo Paol, met c’hwi, piv oc’h?


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


rak bez’ ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc’hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc’h dre ar feiz.


Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d’an idoloù, ec’h ouzomp penaos un idol n’eo netra er bed ha penaos n’eus nemet un Doue hepken.


koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.


Hogen an hanterour n’eo ket etre unan hepken, met Doue a zo unan hepken.


Selaou, Israel! An AOTROU hon Doue a zo an AOTROU hepken.


Rak n’eus nemet un Doue hepken, hag un hanterour hepken etre Doue hag an dud, an den Jezuz-Krist,


Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,


Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos