Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.
Sant Lucas 7:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e lavaras d’ar wreg: Da feiz he deus da saveteet, kae e peoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a lavaraz d’ar vaouez; Da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h. |
Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.
Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac’haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec’h heulias Jezuz en hent.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d’ar bobl en heulie: Me a lavar deoc’h penaos ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
rak en doa ur verc’h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma’z ae di, e voe gwasket gant ar bobl.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h.
Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantañ.