An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.
Sant Lucas 6:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha perag e sellez‐te ouz eur blouzen a zo e lagad da vreur, ha na velez‐te ket an treust a zo en da lagad da‐unan? |
An AOTROU a lakaio e wad da gouezhañ war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetañ, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.
N'en doa ket niveret en o zouez Levi ha Benjamin, rak urzh ar roue a oa un euzhusted evit Joab.
Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va c'halon, penaos doujañs Doue n'emañ ket dirak e zaoulagad?
O vezañ sellet pizh ha distroet diouzh e holl bec'hedoù en deus graet, a-dra-sur e vevo, ne varvo ket.
Bez’ e oa ivez peskedigoù hag, o vezañ o benniget, e c’hourc’hemennas o reiñ ivez dezho.
Pe penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi.
Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.