Sant Lucas 6:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl‐C’halloudec, rag hen a zo mad e‐kenver ar re ingrat hag ar re fall. |
An den reizh a laouenaio pa en devo gwelet ar veñjañs, gwalc'hiñ a raio e dreid e gwad an hini drouk.
An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.
hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.
Hemañ a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.
Dre gement-mañ ec’h anavezo an holl ez oc’h va diskibien, ma hoc’h eus karantez an eil evit egile.
E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.
petra bennak ma n’en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc’h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c’halonoù a vadoù hag a levenez.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.
Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc’hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,