Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Sant Lucas 6:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met me a lavar deoc’h c’hwi am selaou: Karit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes me a lavar deoc’h‐hu pere a zelaou ac’hanoun: Karit hoc’h enebourien; grit vad d’ar re ho deuz kassoni ouzoc’h; |
Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all, ha c’hoazh e vo roet ouzhpenn deoc’h-c’hwi a selaou.
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,
Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.
Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.