Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel.
Sant Lucas 5:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n’en em rafe ket gant an hini kozh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a eure ive eur barabolen dezhe: Den na laka eun tam euz a eur zae nevez ouz eur zae goz; anez, an tam nevez a rogfe an hini koz, hag an tam kemeret euz an hini nevez na vezfe ket deread deuz an hini koz. |
Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel.
Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.