Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 5:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

35 Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe; a‐neuze e iunint en deiziou‐ze.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 5:35
23 Referencias Cruzadas  

E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c’hlac’hariñ e-pad ma’z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.


Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.


Lavarout a reas d’an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c’hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n’en gwelot ket.


Eñ a lavaras dezho: Ha c’hwi a c’hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma’z emañ ar pried ganto?


Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n’en em rafe ket gant an hini kozh.


Rak ho po bepred ar beorien ganeoc’h, met n’ho po ket atav ac’hanon.


Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.


Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.


Goude m’en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad.


Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.


a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c’henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.


N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.


er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec’hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos