Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec’h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c’hello ket padout.
Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n’hoc’h eus ket kemeret a vara? Bez’ oc’h c’hoazh hep skiant c’hoazh ha ne gomprenit ket? Bepred eo kaletaet ho kalon?
Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c’hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?
Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.