Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Sant Lucas 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a reas div vag war vord al lenn, a oa diskennet ar besketaerien anezho evit gwalc’hiñ o rouedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza gwelet diou vag var bord al lenn, euz a bere ar besketerien a oa diskennet da walc’hi ho rouejou, e pignaz en unan euz ar bagou‐ze, pehini a oa da Simon, |
Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Hag ac’hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc’h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù.
Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezañ azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag.
Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ.