Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n’eo bet gwelet kemend-all en Israel.
Sant Lucas 4:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d’egile: Petra eo ar ger-mañ? Gourc’hemenn a ra gant galloud ha nerzh d’ar speredoù hudur hag ez eont kuit! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont! |
Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n’eo bet gwelet kemend-all en Israel.
Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c’houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c’hourc’hemenn d’ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ.
Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.
Ar re holl o c’hlevas a voe souezhet bras eus ar pezh a oa lavaret dezho gant ar vesaerien.
Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.