La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 3:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

da Gainam, da Arfaksad, da Sem, da Noe, da Lamek,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

da Sala, da Gaïnan, da Arphaxad, da Sem, da Noe, da Lamech,

Ver Capítulo



Sant Lucas 3:36
22 Referencias Cruzadas  

Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed.


Noe a reas kement-se, pep tra en doa gourc'hemennet Doue dezhañ.


En hevelep deiz-mañ, Noe, Sem, Cham ha Jafed, mibien Noe, gwreg Noe ha teir gwreg e vibien ganto, a yeas e-barzh an arc'h,


An holl draoù bev a oa war-c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet diwar-c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h.


Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.


Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar.


Mibien Noe a zeuas er-maez eus an arc'h a voe Sem, Cham ha Jafed. Cham a voe tad da Ganaan.


Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud, Aram, Uz, Hul, Geter, Meshek.


ha ma en em gavfe eno an tri den-mañ, Noe, Daniel ha Job, e savetefent o eneoù en abeg d'o reizhder, eme an Aotrou AOTROU.


An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.


da Seruk, da Ragav, da Faleg, da Eber, da Sala,


da Vatuzala, da Enok, da Jared, da Valeleel, da Gainan,


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.


ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,