Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Geneliezh 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed.

Ver Capítulo Copiar




Geneliezh 5:3
15 Referencias Cruzadas  

Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain.


Krouiñ a reas anezho den ha denez, bennigañ a reas anezho hag e roas dezho an anv a Adam e deiz ma voent krouet.


Deizioù Adam, goude ganedigezh Sed, a voe eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.


Piv a c'hello tennañ ar c'hlanded eus unan hudur? Den ne c'hello.


Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?


rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va fec'hed a zo dirazon dalc'hmat.


An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.


da Gainam, da Arfaksad, da Sem, da Noe, da Lamek,


Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.


Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.


Pep kig n’eo ket an hevelep kig, met unan eo kig an dud, unan all kig al loened, unan all hini ar pesked, unan all hini al laboused.


Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neñvel.


En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos