Dre ar feiz, Noe, o veza bet berzet gant Doue euz an traou na hallent ket c’hoas beza gwelet, a oe karget a zoujans, hag a reaz eun arc’h, evit savetei he famill; dreizhi e condaonaz ar bed, hag e teuaz da veza heritour euz ar justis a zo hervez ar feiz.
d’ar sperejou pere gwech‐all a oa bet difeiz, pa c’hoarvezaz, en amzer Noe, ma oa patianted Doue o c’hortoz, evit ar vech diveza, e‐pad ma oat o sevel an arc’h, en pehini eun niver bihan a dud, da lavaret eo, eiz den, a oe sauveteet a‐dreuz an dour.
ha mar n’hen deuz ket espernet ar bed koz, ha mar hen deuz preservet Noe, an eizved den, ar prezeger euz ar justis, pa hen deuz digasset an diluj var bed an dud impi;