Sant Lucas 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Soudarded a c’houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar zoudarded ive a c’houlennaz diganthan: Ha ni, petra a raimp‐ni? Hag hen a lavaraz dezhe: Na wall‐dretit den, na dromplit den, mes bezit contant euz ho pae. |
Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.
Eñ a lavaras dezho: Na c’houlennit netra en tu-hont d’ar pezh a zo gourc’hemennet deoc’h.
Pa voe aet kuit an ael a gomze ouzh Korneli, e c’halvas daou eus e vevelien hag ur soudard a zouje Doue e-touez ar re en em zalc’he en e gichen.
evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
Ne lavaran ket kement-se abalamour da’m paourentez, desket em eus bezañ laouen gant ar stad m’en em gavan enni.
ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad,
Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.