Sant Lucas 24:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag int, goude beza adoret anezhan, a zistroaz da Jerusalem leun a joa. |
Hag evel ma’z aent da gemenn kement-se d’e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc’h. Hag int, o tostaat, a bokas d’e dreid hag a azeuljont anezhañ.
Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.
Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez.
Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.
Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c’halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad.
Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,