Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 28:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag evel ma’z aent da gemenn kement-se d’e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc’h. Hag int, o tostaat, a bokas d’e dreid hag a azeuljont anezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 hag e redjont da ziscleria kement‐man d’he ziskibien. Mes, pa oant o vond da ziscleria kement‐man dezhe, setu Jesus a zeuaz d’ho dialben, en eur lavaret: Me ho salud. Hag int a dostaaz, hag a bokaz d’he dreid, hag a adoraz anezhan. Neuze Jesus a lavaraz dezhe:

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

9 Ha chetu Jesus e yas d’ou ziambrougein, én ul laret: Deuéh mad d’oh. Hag ind e dostas, hag e vriatas é dreid, hag en adoras.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 28:9
18 Referencias Cruzadas  

Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.


Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.


karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.


Pa en gweljont, ec’h azeuljont anezhañ. Met darn a zouetas.


Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d’e ziskibien.


An ael o vezañ aet el lec’h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.


Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras,


Oc’h en em zerc’hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec’h olevas anezho gant ar c’hwezh-vat.


Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c’hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c’hwezh an traet-se.


An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!


Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!


A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos