Sant Lucas 23:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ gouezet e oa eus dalc’h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza klevet e oa euz a c’houarnamant Herodes, e kassaz anezhan da gavoud Herodes, pehini a oa ive en Jerusalem en deiziou‐ze. |
Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,
Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
En deiz-se, e teuas d’e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac’hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.
Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet