Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.
Sant Lucas 23:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met int a zalc’he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes int a zalc’he muioc’h‐mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman. |
Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.
Degas a raio eus an neñv hag am saveteo, lakaat a raio mezhek an hini a red war va lerc'h. Ehan Doue a gaso e vadelezh hag e wirionez.
Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec'het, va daoulagad en em guzum o c'hortoz va Doue.
P’en doe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d’e zaouzek diskibl, ez eas ac’hane da gelenn ha da brezeg en o c’hêrioù.
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue
Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d’e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù,
Met int a gendalc’he, o c’houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c’hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
An deiz war-lerc’h, Jezuz a c’hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.
Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
Reoù all a lavaras: Ar C’hrist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar C’hrist, ha dont a ra eus Galilea?
Int a respontas dezhañ: Bez’ out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea.
Gouzout a rit ar pezh a zo c’hoarvezet en holl Judea, kroget da gentañ e Galilea, goude ar vadeziant prezeget gant Yann,
Evel ma savas un tabut bras etrezo, ar c’habiten, o kaout aon na vefe diskolpet Paol ganto, a c’hourc’hemennas d’ar soudarded diskenn evit e lemel kuit eus o c’hreiz hag e gas d’ar c’hreñvlec’h.
O klevout kement-se, e voe droug en o c’halonoù hag en em guzuilhjont evit o lakaat da vervel.
O klevout ar c’homzoù-se, e oant leuniet a fulor en o c’halonoù hag e c’hrigoñsjont o dent a-enep dezhañ.
O leuskel kriadennoù bras, e stouvjont o divskouarn hag en em daoljont holl asambles warnañ.