Sant Lucas 23:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d’an hevelep poan? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes egile, ouz he repren, a lavaraz dezhan: N’ec’h euz eta doujans e‐bed evit Doue, rag condaonet oud d’ar memeus maro? |
AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.
Ne gasai ket da vreur en da galon. Tamall a ri da nesañ ha ne zougi ket ur pec’hed abalamour dezhañ.
Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
Met me a ziskouezo deoc’h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d’ar gehenn, goude m’en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc’h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.
Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C’hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!
Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet.
Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.
An dud a vallozhjont Doue an neñv abalamour d’o glac’haroù ha d’o goulioù, ha n’o deus ket keuz eus o oberoù.