Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.
Sant Lucas 23:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Degaset hoc’h eus din an den-se evel m’en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc’h, ne’m eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Digasset hoc’h euz an den‐man d’in, tamallet ganeoc’h da lakaad ar bobl d’en em zevel; ha koulskoude, pa em euz hen interrojet dirazoc’h, n’em euz kavet anezhan coupabl a hini euz an torfedou a damallit dezhan; |
Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.
E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.
o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
Hep kavout ennañ abeg ebet d’e lakaat d’ar marv, e c’houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel.
Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.
Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,