Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n'int ket bet mezhek.
Sant Lucas 23:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat. |
Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n'int ket bet mezhek.
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,
Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?
Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.
Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister,
hag o sellout ouzh an hini a zoug an dilhad kaer, e lavarit dezhañ: Azez amañ en ul lec’h mat, hag e lavarit d’ar paour: En em zalc’h aze en da sav, pe: Azez amañ e traoñ skabell va zreid,