Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:11
16 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus;


Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur;


Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes;


Hen a respontaz: Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a‐nevez an holl draou; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet.


Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler.


Jesus eta a zeuaz er meaz, en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr. Ha Pilat a lavaraz dezhe: Setu aman an den.


Rag, mar deu eun den da antren en hoc’h assamble, gant eur oalen aour ha dillad kaer, ha mar deu ive eun den paour gant dillad dister;


ha mar deuit, oc’h ober stad ouz an hini hen deuz dillad kaer, da lavaret dezhan: Te, azez aman, gant henor; ha mar lavarit d’an hini a zo paour: Choum aze, te, en da za, pe azez aman e‐traon scabel va zreid;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos