Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc'hmat; bountañ a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ.
Sant Lucas 22:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c’hrouer evel ar gwinizh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An Aotrou a lavaraz c’hoas: Simon, Simon, setu ma hen deuz goulennet Satan tremen ac’hanoc’h dre eur c’hroe evel gwiniz. |
Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc'hmat; bountañ a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ.
Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.
Diskouez a reas din Jozue an aberzhour-meur, en e sav dirak ael an AOTROU, ha Satan en em zalc'he a-zehou dezhañ, evit e damall.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec’h gant kalz a draoù.
O vezañ kouezhet d’an douar, e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ: Saol, Saol, perak e heskinez ac’hanon?
ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c’hig ha ma vo salvet ar spered e deiz an Aotrou Jezuz.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.
Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.