Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Sant Lucas 22:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak me a lavar deoc’h, ne zebrin ken anezhañ betek ma vo graet e rouantelezh Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag me a lavar deoc’h n’hen debrin mui, ken a vezo accomplisset en rouantelez Doue. |
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
Eñ a lavaras dezho: C’hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc’h a-raok ma c’houzañvin,
rak, me a lavar deoc’h, n’evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.
evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
nann d’an holl bobl, met d’an testoù en doa Doue dibabet en a-raok, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ goude ma’z eo bet adsavet a-douez ar re varv.
Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.