Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.
Sant Lucas 21:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz. |
Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
An dud a fallao gant ar spont, o c’hortoz an traoù a dle c’hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet.
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc’h lemm.