Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet, o pellaat diouzh va dieubidigezh ha diouzh komzoù va garm?
Sant Lucas 2:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N’ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Intanvez e oa, ha oajet a bevar bloaz ha pevar‐ugent, pe var dro, ha na zortie ket euz an templ, mes servicha a rea Doue er iun hag er beden noz deiz. |
Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet, o pellaat diouzh va dieubidigezh ha diouzh komzoù va garm?
Ya, madelezh ha trugarez am heulio e-pad holl zeizioù va buhez, hag e vin o chom e ti an AOTROU evit biken.
Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
Ar golvan zoken en deus kavet un ti, hag ar wennili he neizh ma laka he re vihan ennañ. Da aoterioù, o AOTROU an armeoù, va roue ha va Doue!
Ober a reas al laouer arem gant he foñs arem, gant melezourioù ar merc'hed a servije, a rae ar servij ouzh digor teltenn an engalv.
Lavarout a rejont dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec’h da re a zebr hag a ev?
Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.
hag a c’hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc’h azeuliñ dalc’hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.
An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec’h-unan, a esper e Doue hag a gendalc’h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù.
Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez,
Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.