La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ Doue hag o lavarout:

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret:

Ver Capítulo



Sant Lucas 2:13
18 Referencias Cruzadas  

Neuze en doe un huñvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neñvoù, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi.


Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


pa gane a-unvan stered ar mintin hag e laoske kriadennoù a levenez holl vibien Doue?


Meulit anezhañ e holl aeled! Meulit anezhañ e holl armeoù!


perak e savit, menezioù gant leinoù niverus, a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec'h? An AOTROU a vo o chom eno da viken.


Ar Spered a savas ac'hanon, hag e klevis a-dreñv din trouz un hast bras: Benniget ra vo gloar an AOTROU, eus e chomlec'h!


Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.


Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.


Kement-mañ a vo ar sin deoc’h: kavout a reot ar bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c’hraou.


Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d’an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.