Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 2:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ Doue hag o lavarout:

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:13
18 Referencias Cruzadas  

Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.


Ha setu aman eur sin deoc’h evit hen anaoud: Kavoud a reot ar bugel bihan mailluret, ha gourvezet en eur manjouer.


Gloar da Zoue, en huella euz an envou; peoc’h var an douar, bolontez vad e‐kenver an dud!


evit ma teuio breman ar furnez euz a Zoue pehini en em ziskouez en peb seurt feçon, d’en em rei da anaoud dre an Iliz d’ar princelezou ha d’ar puissansou el leac’hiou celestiel,


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


Ha n’inthi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e‐kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez?


Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho‐unan, mes evidomp‐ni, e reant ho c’harg en traou‐man, pere a zo bet breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered‐Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.


Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en‐dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien; hag an niver anezhe a oa meur a vilion.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos