Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 2:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Gloar da Zoue, en huella euz an envou; peoc’h var an douar, bolontez vad e‐kenver an dud!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:14
36 Referencias Cruzadas  

hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret: Hozanna da Vab David! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou! Hozanna en huella euz an envou!


evit sclerijenna ar re a zo azezet en devalijen hag en skeud ar maro, hag evit bleina hon zreid dre an hent euz ar peoc’h.


Hag e lavarent: Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou!


Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret:


Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile: Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou.


hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.


Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h; rei a ran deoc’h va feoc’h; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun.


Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober.


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


Setu aze ar ger hen deuz roet da vugale Israel, en eur embann ar c’helou mad euz ar peoc’h dre Jesus‐Christ, pehini eo Aotrou an holl.


O veza eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus‐Christ,


da veuleudi ar gloar euz he c’hras, hen deuz roet deomp en gratis en he Vuia‐karet.


o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a‐ziagent enhan he‐unan,


Mes Doue, pehini a zo pinvidic a drugarez, abalamour d’ar garantez vraz gant pehini hen deuz hor c’haret,


evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver‐ni en Jesus‐Christ.


ha ma teuio pep teod da anzav penaos Jesus‐Christ eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.


rag Doue eo a ro deoc’h ar volontez hag ar galloud, evel ma plij ganthan.


hag unani dreizhan pep tra ganthan he‐unan, o veza roet ar peoc’h, dre ar goad euz he groaz, ken d’an traou a zo var an douar, ken d’ar re a zo en env.


Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras,


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos