Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 evit ma teuio breman ar furnez euz a Zoue pehini en em ziskouez en peb seurt feçon, d’en em rei da anaoud dre an Iliz d’ar princelezou ha d’ar puissansou el leac’hiou celestiel,

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 3:10
23 Referencias Cruzadas  

Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!


O AOTROU, pegen niverus eo da oberoù! An holl ac'h eus graet gant furnez. An douar a zo leun eus da binvidigezhioù.


Ar Spered a savas ac'hanon, hag e klevis a-dreñv din trouz un hast bras: Benniget ra vo gloar an AOTROU, eus e chomlec'h!


O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!


Rak sur on penaos nag ar marv, nag ar vuhez, nag an aelez, nag ar priñselezhioù, nag ar galloudoù, nag an traoù a-vremañ, nag an traoù da zont,


met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C’hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue.


prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,


dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c’hellfe bezañ anvet, nann zoken er c’hantved-mañ met ivez en hini da zont.


hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,


Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.


Rak ennañ eo bet krouet pep tra en neñv ha war an douar, ar re welus hag ar re ziwelus, an tronioù, ar mestronioù, ar priñselezhioù, an nerzhioù. An holl draoù a zo bet krouet drezañ hag evitañ.


hag hoc’h eus pep leunder ennañ-eñ, hag a zo mestr war bep priñselezh ha pep nerzh.


o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec’het e-unan war ar groaz.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos